Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2012

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2012

Recorregut del Tour de França de 2012
Hentad Tro Bro-C'hall 2012
Titour ar redadeg
Petvet hini XCIX
Broioù Banniel Belgia Belgia
Frañs Frañs
Suis Suis
deiziadoù 30 a viz Mezheven - 22 a viz Gouere 2012
Tennadoù 20 tennad + 1 prolog
Tizh keitat 39,724 km/h
Kilometradoù 3.496,9 km
Roll al loreidi
Roched velen Gounider Bradley Wiggins Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Eil Christopher Froome Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Trede Vincenzo Nibali  Italia
Renkadurioù all
Priz meur ar Menez Menez Thomas Voeckler Frañs Frañs
Roched wer Poentoù Peter Sagan Slovakia Slovakia
Roched wenn Yaouank Tejay van Garderen Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Stourmer kentañ Stourm Kris Sørensen Banniel Danmark Danmark
Renkadur dre skipailhoù Skipailh RadioShack-Nissan Luksembourg Luksembourg

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2012, an 99vet hini, a zo loc'het eus Liège d'an 30 a viz Mezheven 2012 hag a zo echuet e Pariz d'an 22 a viz Gouhere. An eil gwech e oa d'an Dro kregiñ e Liège, hag ar bedervet e Belgia. Evit ar wech kentañ eo aet ar maout gant ur Saoz, Bradley Wiggins, a oa lakaet da vezañ an hini gwellañ adal ar penn kentañ. N'eo ket bet gwall entanus an Dro-mañ pa'z eo bet mestroniet ar redadeg adalek ar penn kentañ gant e skipailh, da lavaret eo ar skipailh Sky, hag aet eo an daou blas kentañ ganto. Gant e genskipailher Chris Froome, “ar C'henyan gwenn”, eo aet an eil plas. Da welet e seblante hemañ bezañ kreñvoc'h eget Wiggins er menezioù. Gounider ar bloaz kent, Cadel Evans, goude bezañ klasket un tamm bennak plantañ e-barzh en deus kollet kalz a amzer er sizhunvezh diwezhañ.

Diwar 198 reder ez eus erruet 153 e Pariz. Lakaet eo bet Fränck Schleck er-maez eus ar redadeg goude ur c'hontrol enepdoperezh. Pa weler an tizh taper e lec'hioù 'zo, er menezioù da skouer, e c'haller soñjal n'eo ket aet da get ar boaz da wellaat dre guzh kurioù rederien 'zo[1].

  1. Kelaouenn Le Monde 2012.07.23

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne